Brezhoneg a-enep Spagnoleg D'an 20 a viz Gwengolo e vanifeste 10.000 Breizhad e Naoned evit difenn sevenadur ha yezhoù Breizh. Eno e oa Prezidant Kuzul rannvro Breizh ha Kuzul meur Liger-Atlantel. Siwazh n'oa ket kalz a dre er c'hazetennoù! Dek devezh diwezhatoc'h e vanifeste 5.000 den e Barcelona evit "disklêriañ argad" gouarnamantoù kumuniezhioù emren (Katalonia, Bro-Vask, Galiza) e stardfe kelennadurezh ar Spagnoleg. Evit difenn yezhoù ar broioù bras emañ atav prest ar c'hazetennoù (Le Monde, Courrier International). Pep hini a varno!